Da heul ar vugale

Emañ en e sav ouzh taol-gont an ostaleri, dirak e vanne kafe, m’emaon o tostañ da baeañ hor predoù. Ur gasketenn lien, hañval ouzh re ar rederien marc’h-houarn gwechall, zo gantañ war e benn. “Guébriant village de vacances” eo skrivet warni. Un anv breizhek eo “Guébriant” ha n’em eus ket klevet gwech-ebet komz eus ar gêriadenn-vakañs-se. Ha me el lavaret dezhañ.

«N’ouzon ket muioc’h egedoc’h» emezañ «he dastumet em eus pa oa dilezet war un daol.»

«Ha c’hwi zo Breizhat marteze ?» emezañ c’hoazh « eus pelec’h ?»

«Eus an Oriant» emezon.

Hag eñ lavaret din ez a da Roazhon div wech ar miz da welet ur bugel. Ur paotrig hag a vev gant e vamm, kavet ul labour eno ganti. Kemeret e oa da vab gantañ. Setu un dra vras eo mont d’e welet.

«Ur Breizhat a vo anezhañ » emezañ en ur vousc’hoarzin «a pa vo desavet eno»

Hiraezh a zo deuet dezhañ da vevañ tostoc’h d’ar bugel. En e soñj emañ dilojañ er bloaz-mañ.

Un embregerezh bihan en-deus e gennad ar sevel-tiez. N’en-deus ket kredet komz d’e vicherourien c’hoazh. Diaes e vo an traoù.

Kalonek eo hon dornad pa’z an kuit.

Ha ma gwreg ha me o paouez bezañ en ti-bank o treuskas hor c’hont. Goulennet en deus ar plac’h dimp perak omp deuet da chom er c’horn-bro-mañ. Evit bezañ tostoc’h d’hor bugale vihan, emezomp.

La Bretonnière

E-kerzh ma baleadennoù dre ar barrez hag an trowardroioù, em boa gwelet un ostaleri-ti-butun vihan hag a oa graet an anv-se anezhi. Diwezhatoc’h em boa gouezet ez eo anv ar c’harter emañ ennañ. E parez St Germain-lès-Arpajon e-harz parez La Norville emañ.

Dedennet e oan abalamour da wrizienn ar ger-se evel-just. Ha me furchal an internet ha kavet, war lec’hienn levraoueg-vro Frañs, ul levr diwar-benn istor al lec’h : « Istor La Norville hag hec’h aotrouniezh» gant an Ao. Genty, person ar barrez. E 1885 e voe embannet.

E-tal an hent roman a yae eus Lutèce da Orléans ha kemper ar sterioù Orge ha Remarde e voe savet ur gêriadenn anvet Châtres. Bezañ e oa anezhi en trivet kantved. Graet e voe Arpajon anezhi adalek 1720. Da gentañ e oa strewet an tier a bep tu d’an hent. Dont a rejont d’ober peder gêriadenn, Châtres, St Jermen, La Norville ha La Bretonnière, pa voe graet ur c’hreñvlec’h eus Châtres.

Aotrouniezh La Bretonnière, e oa komz anezhi en 12vet kantved. D’ar c’houlz-se e roas an Ao. Gautier de la Bretonnière un tamm-mat eus e vadoù da iliz Longpont pa yeas da vanac’h eno.

En XIIIvet kantved e veve Jean de La Bretonnière. E bried, Blanche, a savas iliz La Bretonnière da seveniñ ar c’hoant lakaet en e destamant gant he gwaz. Da sant Loeiz e oa gouestlet.

O mab Bihan, anvet Jean ivez, a veze lesanvet «Le Breton». Aotrou La Norville e teuas da vezañ ivez. Bevañ a reas e-pad penn-kentañ ar brezel kant vloaz a zegasas bec’h bras war ar vro-mañ. Lakaat a reas e gastell da vezañ kreñvlec’h, pemp tour dezhañ ha kempenn ur park bevennet gant ur voger, tourioù dezhi e peb korn.

N’eus ket eus ar c’hreñvlec’h-se ken. Nag eus an iliz. Diskaret e voe ar c’hreñvlec’h er bloavezhioù 1750. Unanet e oa chomet aotrouniezh La Norville hag aotrouniezh La Bretonnière betek ar XVIIvet kantved.

(Da genderc’hel)

N’emañ e chal nemet gantañ e-unan

Un notenn zo bet lakaet ouzh gwerenn a-dreñv ar wetur-mañ. Skrivet warrni : «Bravo pour le stationnement, ne pense qu’à sa gueule».

Eus departamant Gironde eo ar blakenn-varilh. Daoust petra en doa c’hoant da ober an hini en doa kaset ar c’harr-se du-mañ? En daskoriñ goude bezañ bet laeret gantañ? Mirout lec’h evit unan all?

Pe emañ ar gwir gant den an notenn ?

Pa emaomp o vont kuit, e welomp daou bolisour o vont da gaout lec’h emañ ar c’harr.

An 2cv

E welet a ran pa vezan o vont e kêr Arpajon war droad. Er penn kentañ e soñjen e oa ur c’harr-tan «de collection». Met ur bern traoù a zo renket war an azezenn a-dreñv. N’en deus ket fiñvet abaoe pell amzer moarvat. Al liorzhig a zo dilezet ivez.

Hiziv emañ ur paotr yaouank en e sav o vutuniñ.

«Emañ o vont da verglañ ma chom dindan an amzer» emezon.

«D’am moereb eo» emezañ «ha hi n’eo ket evit e vleinañ ken.

Deuet soñj din eus 2cv ma zad. Evit ar memes rezon e oa bet lezet gantañ pell amzer en e garaj.

Bet en doa anezhañ eus perzh ma eontr beleg a oa bet person en ur barrez vras a Vro Gerne. A-viskoazh em boa gwelet hemañ o vont gant un 11cv Citroën. «Traction-avant» a veze lavaret d’ar c’houlz-se. Hag eñ o tont un deiz gant un 2cv. «Tamallet e vez din tremen re a amzer oc’h ober war-dro ar binvidien» en-doa lavaret din ur pennad goude.

NB. Bremañ, ur sizhun bennak goude, ez eo gronnet gwetur ar voereb gant un doagenn 2cv. Ur gurunenn-nedeleg hag ur bannielig tri-liv zo staget ouzh dor an ti. Plantennigoù en o fodoù, un nebeudig-mat anezho, war vordoù ar prenestroù ha war un daol.

Hurepoix

Pell diouzh Breizh, e korn-bro Pariz, ez on bet o chom abaoe ma oan aet war ma studi war-lerc’h ar “bachot”. E-pad pemp bloavezh hepken ‘meus bevet e lec’h all : unan o verdeiñ war vourzh ar Jeanne d’Arc, daou o labourat en Arsenal e Toulon ha daou e Breizh, etre 2014 ha 2016, o c’hortoz hon ti nevez.

Daou vloavezh bourrus ha re verr, ‘meus tremenet e Sant-Feliber e Bro An Alre, oc’h adsoubañ er Vro. Dre forzh daremprediñ abadennoù Kerlenn Sten Kidna ha lenn skridoù skrivagnerion eus Bro Gwened e oa deuet ma zammig brezhoneg KLT da vezañ levezonet gant ar gwenedeg.

Setu-me divroet a-hed gozik ma buhez den en oad a-bezh, koulz lavaret. Setu deuet c’hoant din da c’houzout penn da wriziennoù hag istor ar c’horn-bro lec’h ma vezan o chom. Ha me ha klask gouzout penn d’ar broioù kozh.

Gwallgaset e oa bet ar re-se e Bro-C’hall gant an Dispac’h Bras. Hag er c’hornad Enez-Frañs-mañ e vezont debret gant Pariz-Bras tamm-ha-tamm.

Roudoù d’ar Vro Hurepoix a vez kavet amañ c’hoazh. Ha hi kozh-bras.

En he c’hreiz, hervez ur gartenn gozh, war e vevenn, hervez douaronierion kêr Limours, emañ La Norville, ar gêrig lec’h m’emaomp o chom.

Boissy-sous-Saint-Yon

Er su da gêr Arpajon emañ ar gêrig-mañ. Neuz ar proviñs a zo dezhi c’hoazh.

Brav eo dezhi bezañ miret un davarn : «Le Buxéen». “Buxéen” a vez graet e galleg eus annezidi Boissy-sous-Saint-Yon.

A bep tu dezhi, war-hed taol, ur varaerezh. An hini en tu kleiz a zo aet ganti ar maout er genstrivadeg : ar gwelañ «baguette de l’Essonne». Serret eo pa zeuan evit ar wech kentañ.

Hervez mignoned deomp e vefe gwell an hini en tu dehou. Prenañ a ran ur “chausson aux pommes” enni ha debriñ anezhañ en ur evañ ur banne kafe en davarn.

Marc’had Arpajon

Ar gwener e vez ar marc’had en Arpajon. Dindan doenn ar c’hoc’hu eus dibenn ar grenn-amzer ha war ar blasenn tro-dro e vez savet ar stalioù. Unan bennak anezho a vez o c’hedal ar pratikoù er ruioù war-dro.

Halle d’Arpajon
https://maps.app.goo.gl/AkT8AsKjRdCyifRr8

Deuet omp da chom amañ en ur gêr ma c’hall an den “ober pep tra war droad”. Setu-ni bet eno dec’h gant hor c’haddie. War-dro ur c’hardeur bale. Kentañ gwech deomp abaoe pell ‘zo da vont war droad da brenañ hor boued.