Hurepoix

Pell doc’h Breizh, e korn-bro Pariz, on bet é chom a-hed gozik razh ma amzer a-c’houde ma oan em seitek vlez, a pa oan aet àr ma studi àr-lerc’h ar “bachot”. E-pad pemp blez hepken ‘meus bevet e lec’h ‘rall : unan é verdeiñ àr vorzh ar Jeanne d’Arc, daou é labourat en Arsenal e Toulon ha daou e Breizh, etre 2014 ha 2016, é c’hortoz hon ti nevez, goude bout gwerzhet an hani kozh. Daou vlezad bourrus ha re verr, ‘meus tremenet e Sant-Feliber e Bro An Alre, eh adsoubiñ er Vro. Dre forzh daremprediñ abadennoù Kerlenn Sten Kidna ha lenn skridoù skrivagnerion a Vro Gwened emañ daet ma zammig brezhoneg KLT da vout levezonet get gwenedeg.

Setu-me divroet a-hed gozik razh ma buhez den en oad, koulz lavaret. Setu daet c’hoant din da ouiet penn da gwriziennoù hag istor ar c’horn-bro lec’h ma vezan é chom. Ha me é klask gouiet penn d’ar broioù kozh.

Gwallgaset e oa bet ar re-se e Bro-C’hall get an Dispac’h Bras. Hag er c’hornad Enez-Frañs-mañ emaint debret get Pariz-Bras tamm-ha-tamm. Neoazh roudoù Hurepoix a vez kavet amañ c’hoazh. Hag eñ kozh-bras.

En e greiz, reve ur gartenn gozh, àr e vevenn, reve douaronierion kêr Limours, emañ La Norville, ar gêrig lec’h mah omp é chom.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s