N’emañ e chal nemet getañ e-unan

Un notenn zo bet lakaet doc’h gwerenn àr-dreñv ar wetur-mañ. Skrivet àrni : «Bravo pour le stationnement, ne pense qu’à sa gueule».

A zepartamant Gironde eo ar blakenn-varilh. Petra en doa vennet gober an hani en doa kaset ar c’harr-se du-mañ? En daskoriñ goude bout bet laeret getañ? Miret lec’h evit unan arall?

Pe emañ ar gwir get den an notenn ?

A pa gerzhomp kuit ag ar parking, e welomp daou bolisour é tonet. Kav a ra genin e ouiont da ven emaint é vonet.

NB : Esaet ‘meus treiñ “ne pense qu’à sa gueule” e titl ar pennadig-mañ. Marse e ouiit gwelloc’h.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s