La Bretonnière

A pa oan ec’h ober ur valeadenn dre ar barrez ha tro-ha-tro, em boa gwelet, an anv-se àr un ostaleri-ti-butun vihan. Diwezhatoc’h em boa gouiet emañ ivez anv ur c’harter a en em led e kumun St Germain-lès-Arpajon bevennet get kumun La Norville.

Dedennet e oan get gwrizienn ar ger èl-just. Ha me furchal an internet ha kavet, àr lec’hienn al levraoueg-vro Frañs, ul levr a zo komzet ag istor al lec’h-se a-barzh: « Istor La Norville hag hec’h aotrouniezh» get an Ao. Genty, person ar barrez. E 1885 e oa embannet.

E-tal an hent Roma ah ae a Lutèce da Orléans ha kemper ar sterioù Orge ha Remarde e oa savet ur gêriadenn anvet Châtres. Bout a oa anezhi en teirvet kantved. Graet e oa Arpajon anezhi adalek 1720. Da gentañ e oa strewet an tier àr un dachenn a bep tu d’an hent. Daet e oant d’ober peder gêriadenn, Châtres, St Jermen, La Norville ha La Bretonnière, a pa oa graet ur c’hreñvlec’h a Châtres.

Aotrouniezh La Bretonnière a oa anezhi é-raok an 12vet kantved. Rak d’ar c’hours-se eh eus komz anezhi a p’en-doa roet an Ao. Gautier de la Bretonnière un tamm-mat ag e vadoù da iliz Longpont a pa oa aet da vanac’h eno.

Er XIIIvet kantved e veve Jean de La Bretonnière. E bried, Blanche a savas iliz La Bretonnière da seveniñ ar c’hoant lakaet en e destamant get he gwaz. Da sant Loeiz e oa gouestlet.

O mab Bihan, anvet Jean ivez, a oa lesanvet «Le Breton». Aotrou La Norville e oa daet da vout ivez. Beviñ a reas e-pad penn-kentañ ar brezel kant vlez a zegasas bec’h bras àr ar vro-mañ. Lakaat a reas e gastell da vout kreñvlec’h, pemp tour dezhoñ ha kempenn ur park tro-ha-tro bevennet get ur vagoer, tourioù e peb korn dezhi ivez.

Nend eus ket ag ar c’hreñvlec’h-se ken. Nag ag an iliz. Diskaret e voe ar c’hreñvlec’h er bleadeu 1750. Unanet eo chomet aotrouniezh La Norville hag aotrouniezh La Bretonnière betek ar XVIIvet kantved.

(Da genderhel)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s