Ar maout

Saout da reiñ laezh hag amann, ur c’hi da sikour d’o mesa, daou loen-kezeg da labourat an douar, moc’h da fardañ kig-sall ha da vezañ gwerzhet, kizhier da logota… emichañs, setu al loened a veze ordinal en atant ma zud-kozh.

Deñved a oa bet e-pad ur pennadig ivez. Ma mamm-gozh an hini a rae war o zro. Daoust hag-eñ e oa d’o gwerzhañ pe da zastum o gloan? N’ouzon ket.

Soñj ‘m eus eus unan o vont din avat. Unan du. Abalamour da betra e oa e droug ouzhin ? N’ouzon ket. Soñj ‘m eus bezañ astennet sezizet war an douar. Hag eñ ha kilañ ha kemer e herr d’am zourtañ. Ha ma mamm-gozh ha deredek d’am saveteiñ.

Louzaouenn ar pempdelienn…

Potentilla reptans. Ur blantenn aloubus mard eus unan. N’eus ken ‘met sellet ouzh al luc’hskeudenn-mañ evit krediñ.

War an tu kleiz ez eo gwelet ar gwriziennoù-red bet didouaret ganin. Oc’h en em silañ e oant a-dreuz ar plouzadur. Staget eo an delioù ouzh gwriziennoù mestr hag a sanko don-don.

Bremañ p’eo difennet ober gant al louzoù a zeu a-benn eus al louzeier fall e lezan ar re-se labourat el letonenn. Klask a ran harzhañ anezho pa vezont oc’h aloubiñ ar plouzadur. Rakprenet eo plakennigoù simant gant al liorzhour da lakaat a-hed ar vevenn. Diwezhat eo an degasadenn siwazh.

Livant bakteriel ar gwez kistin-spagn

E miz Eost, en ur ober un dro-vale e jardin kastell Chamarande, em boa gwelet e oa kouezhet pe sec’het o delioù d’ar gwez kistin-spagn. Ha lennet neuze e Wikipedia e oa anv eus livant bakteriel – pe zizant bakteriel – ar gwez kistin-spagn. Ur c’hleñved hag a zo muioc’h-mui anezhañ. Meur a dra a c’hall bezañ kaoz dezhañ war un dro. Peuzheñvel eo ouzh ur c’hleñved-red.

O lakaat evezh ouzh ar gwez em c’harter e La Norville, em eus gwelet un nebeud anezho hag a zo gant ar c’hleñved-se moarvat.

E jardin kastell La Norville
Delioù gwez kistin-spagn disec’het. La Croix Saint-Pierre. La Norville.

Gwez kistin-spagn disec’het gant an dizan bakteriel moarvat. La Croix Saint-Pierre. La Norville.

Eus ar billig d’an tan… pe tost

“Ur pater evit ma plijo gant Doue treiñ diwarnomp an teir gwalenn a gastiz : bosenn, kernez ha brezel.” (Jules Gros)

Ar gwalennoù a gastiz a vez prederiet ganto er mare-mañ ar jardiner amatour a zo ac’hanon n’int ket truezus. Hegasus, ne lavaran ket. Setu peder anezho :

An troell,
An treuzgeot,
Louzaouennoù-ar-pempdelienn,
Ar stlañvesk.

Bloaz ‘zo e oa deuet re ziaes din bezañ ma-unan-penn oc’h ober war dro hor jardin. Hag hi bihan!Aet kozh an den, diaes dezhañ plegañ e zaoulin hag e gein. Setu graet marc’had gant ur jardiner a vicher.

Daou e oant o tont d’ober war-dro hon tachennig zouar un devezh Nevez-amzer. E-pad m’edo ar micherour o touzañ al letonenn edo ar mestr o klask labourat an douar, gant ur vinetenn, e-touez ar plant.

Hag hemañ diwezhañ ha dont d’am c’haout: «Re galet eo an douar » emezañ. Hag eñ ha kinnig e blouzañ evit e zerc’hel gleb hag e skañvaat.

Setu ledet ur gwiskad koad drailhet e-touez ar plant. Gant ar gwiskad grouan bet ledet en-dro d’an ti, setu kempennet kaer hor jardin. Stad ennomp ouzh he diskouez dindan prenestroù hor amezeien 🙂

War-lerc’h e soñje din e c’halłen bezañ dinec’h. Ne daolen ket pled pa veze ar jardinour o komz din eus louzeier fall, pegen hegasus e vezent. Ur walenn wirion, emezañ, bremañ pa vez berzet ar produioù a zeu a-benn dezho. Pa veze o labourat evel micherour gant ul legumajer n’en doa kavet e vestr netra da enebiñ outo nemet an dour Javel.

Ur pennad goude, en em lakaas ar louzeier fall da ziskouez pennoù o friou a-us d’ar grouan ha d’ar gwiskad koad drailhet. Setu roet din ur bidoniad dour Javel hag ur glizhenner gant ar jardinour. Ha me ha strinkañ ur flistrad Javel a-dal ma veze o tont war wel unan eus ma enebourien !

Tamm ha tamm e teuas da vezañ anat din  ne oa ket gwall blijus ober gant an dour Javel. Ha me ha mont da glask sikour war internet. Pennadoù e-leizh a gavan.

En o zouez em eus kavet videoioù gant Charles Dowding. Kalz a labour a zo ezhomm ma fell d’an den ober eveltañ, ‘m eus aon. Ha n’on ket sur e asantfe hor jardiner en ober 🙂 ha ma fried gwelet!

Ober war dro an douar hep palañ zo bet dilezet gant plac’h blog espritlaita.fr. An ervennoù legumaj a vez palet ganti. Ha hi ha tennañ pep tamm drouklouzaouenn a zo. Gwelet he deus e oa nebeutoc’h a droell pa vez stank ar plant.

Muntroù e Sandhamm

Sandhamm, ar porzh-mor

Ur stirad skinwel svedat eo. Skignet eo an navet koulzad anezhañ er mare-mañ gant Arte TV.

E Sandhamm, kêr gourankañ en Enezeg Stockholm, e tibun ar pennadoù o istorioù. Luc’hskeudennoù :
https://maps.app.goo.gl/r9LdtPNGv5tzqb4Y9

“T” ebet roet gant Télérama. Ne gav ket din ez eo dellezek eus unan. Koulskoude e plij din sellet outañ. Perak ‘ta?

Abalamour d’un dra dic’hortoz pa soñjer emeur e Sveden marteze. Atav e vez an heol o splannañ. Setu ma vez glaz ar mor ha kaer ar c’hlazenn. An dud a vez o dilhad hañv ganto…

An dud eus an Hanternoz a blij din o emzalc’h sioul ivez….

Tud a riskl omp holl

This image has an empty alt attribute; its file name is livraison-domicile-3.jpg

Damzigeriñ a ran an nor-dal-red da baotr Intermarché. Dezhañ da lakaat war an douar, e toull dor hor jardin, ar pezh hon eus prenet enlinenn.

En gortoz e oan eus ur paotr gwisket gantañ dilhad labour hag eñ furchal e-barzh ur “van”. Un den yaouank a-walc’h, en e zilhad bemdez, en e sav e-kichen e verline an hini eo. Mod Uber a vez graet gant Intermarché war a seblant.

War lec’hienn ar gourmarc’had em eus lennet em befe ur baperenn da sinañ. Ne blij ket din an daremprediñ a-dost avat. Evit tremen hep ober, ez on kustum da bediñ an dezougerien da sinañ em lec’h. Asantet o deus an holl betek-hen, en ur vousc’hoarzin.

“Paotr-kozh ha den a riskl on” emezon evit en em zidamall.

“Tud a riskl omp holl ” emezañ hep mousc’hoarzin.

Ha neuze: “n’eus paperenn ebet da sinañ. Kaset eo deoc’h ur c’hod pevar sifr, deoc’h da lavar din”.

Furchal  a ran ur pennadig en email en deus kaset Intermarché din. Kod ebet. Doare zo d’an den bezañ digredus an tamm anezhañ.

A-benn ar fin e lavar din: “Bezit dinec’h ne vo ket troet kein deoc’h.” Hag eñ ha pellgomz d’ar gourmarc’had.

“Mad ar jeu !” emezañ a-benn ur pennadig, “moarvat n’emañ ket ho niver pellgomz hezoug ganto. Setu ma n’o deus ket kaset ar c’hod deoc’h. Kenavo” Hag eñ kuit.

Kemmesk

Nevez zo e voe kredet d’ur jogger bout gwelet ur babig astennet war an douar en ur park e karter Queens e New York.

Hag-eñ o c’halv ar Polis ha setu deuet dousennoù polised-kêr war al lerc’h. Ar re-se ne gavjont lamm galon ebet gant ar c’hrouadur. Galvet ganto neuze ar skipailhoù a ra war dro an torfedoù.

A-benn div eurvezh war-lerc’h e voe gwelet ganto o doa kemeret ur verc’hodenn evit ur babig.

Penaos e c’haller faziañ evel-se? Lavaret eo o doa kroget an teknikourien gant o labour pell a-walc’h eus ar verc’hodenn ha tostaet tamm ha tamm. A-benn ma voent arruet tost a-walc’h e voe gwelet ar wirionez ganto.

Diaes eo krediñ e c’hall an dud kemmesk kroc’hen un den hag hini ur verc’hoden.

Ha padal un dra, heñvel ha kentrel war un dro, a zo bet arruet ganin, bloavezhioù zo, da geñver un darvoud gwall drist.

Er c’hoad tost d’hon ti e oan o pourmen gant ma c’hiez. Ha hi ha redek a-greiz-holl. Ha me war he lerc’h ha kregiñ enni pa oa o klask skeiñ ouzh stumm noazh ur vaouez astennet war an douar. Diwisk ha divlev. Roudoù tan a oa tro dro hag ur bidon esañs. Ur skingomzer.

Heñvel-mik ouzh ar manikinoù a weler er rakstalioù gwilhad e oa ar stumm. Un arvest leurennet a gredas din gwelet e-pad ur pennadig.

Neuze e welis kontron o tont stank. A-liv gant korf ar paour kezh den e oant. Setu ma n’em boa ket gwelet anezho betek-henn.

Setu galvet ar jandarmed ganin.

D’enderv e teuio daou ensellerien-polis eus Versailles d’am goulennata.

Tri deiz war-lerc’h e skingomzo din ur jandarm yaouank em boa en em gavet gantañ war lec’h an darvoud trist-se. Ur plac’h yaouank an hini he doa en em distrujet. “Ar re a ra mod-se a fell dezho dont a-benn eus o zaol.” emezañ din.

Iliz Veur Roskilde

640px-Roskilde_Cathedral_aerial

Luc’hskeudenn vrasaet : Af CucombreLibre from New York, NY, USA – Roskilde Cathedral, Denmark,

E Bazilikenn Sant Denez e veze beziet relegoù roueed Bro-C’hall. En Iliz-Veur Roskilde, e Bro Danmark e vez lakaet re roueed ar vro abaoe ar pemzekvet kantved.

Ar rouanez a-vremañ, Margrete II, 78 vloaz dezhi, he deus dija lakaet sevel he bez. Un oberenn arz a-vremañ eo.

Sarkofag Roskilde domkirke (foto Keld Navntoft/Ritzau Scanpix 2018

Diskouezet e voe pa voe savet. War wel e vo adarre pa vo beziet ar rouanez. Da Santez Bered eus Bro Sued eo gouestlet ar chapel emañ enni. Eus Bro Sued e oa genidig mamm ar rouanez.

Henri de Montpezat, he fried genidig eus Bro C’hall, aet da anaon bloaz zo pe war-dro, ne vennas ket bezañ lakaet e-kichen e wreg. Kavout a rae diaes bezañ chomet priñs kenseurt pa en doa c’hoant bras da vezañ anvet da roue kenseurt. Luduet e voe e gorf, hervez e c’hoant, ha strewet al ludu er mor.

Tangwallañ a reas un tamm eus an Iliz Veur, 51 vloaz zo. Evel evit Iliz Veur Itron Varia Baris e voe devet un tamm eus an toenn hag eus ar framm, hag ivez ar gorzenn : sellit amañ. Ne voe ket ken bras ar gwalloù memestra. Gwasoc’h e voe e krenn-amzer. Devet e voe an iliz a-bezh.

Gotek-brik eo stil ar savadur-mañ. Lakait “gothique de brique” en ur c’heflusker-klask.

Mouezhiañ dre c’halloudegadur

europe2019-2

Emañ deiz votadeg Europa o tostaat. Ha me e Bro Danmark d’ar c’houlz-bloaz-mañ. Ar wech all e oan chomet hep mouezhiañ. Un tammig nec’het en em gaven. E soñj e oan bet da c’haloudegañ unan bennak mes ne ouien ket piv.

Er bloaz-mañ e kred din ez eo sañsuploc’h an traoù. Lennet ‘m eus n’em boa nemet lakaat ma añv war lec’hienn ar parti e oan e soñj mouezhian evitañ. Neuze e vefe kavet unan bennak a vefe roet degemenn dezhañ da vouezhiañ em lec’h.

Pa oa kavet an den, setu-me o lakaat e zoareoù ha ma re war ar folenn paper-mañ ha mont ganti d’an ti-polis. Eeun a-walc’h a-benn ar fin.