La Bretonnière

E-kerzh ma baleadennoù dre ar barrez hag an trowardroioù, em boa gwelet un ostaleri-ti-butun vihan hag a oa graet an anv-se anezhi. Diwezhatoc’h em boa gouezet ez eo anv ar c’harter emañ ennañ. E parez St Germain-lès-Arpajon e-harz parez La Norville emañ.

Dedennet e oan abalamour da wrizienn ar ger-se evel-just. Ha me furchal an internet ha kavet, war lec’hienn levraoueg-vro Frañs, ul levr diwar-benn istor al lec’h : « Istor La Norville hag hec’h aotrouniezh» gant an Ao. Genty, person ar barrez. E 1885 e voe embannet.

E-tal an hent roman a yae eus Lutèce da Orléans ha kemper ar sterioù Orge ha Remarde e voe savet ur gêriadenn anvet Châtres. Bezañ e oa anezhi en trivet kantved. Graet e voe Arpajon anezhi adalek 1720. Da gentañ e oa strewet an tier a bep tu d’an hent. Dont a rejont d’ober peder gêriadenn, Châtres, St Jermen, La Norville ha La Bretonnière, pa voe graet ur c’hreñvlec’h eus Châtres.

Aotrouniezh La Bretonnière, e oa komz anezhi en 12vet kantved. D’ar c’houlz-se e roas an Ao. Gautier de la Bretonnière un tamm-mat eus e vadoù da iliz Longpont pa yeas da vanac’h eno.

En XIIIvet kantved e veve Jean de La Bretonnière. E bried, Blanche, a savas iliz La Bretonnière da seveniñ ar c’hoant lakaet en e destamant gant he gwaz. Da sant Loeiz e oa gouestlet.

O mab Bihan, anvet Jean ivez, a veze lesanvet «Le Breton». Aotrou La Norville e teuas da vezañ ivez. Bevañ a reas e-pad penn-kentañ ar brezel kant vloaz a zegasas bec’h bras war ar vro-mañ. Lakaat a reas e gastell da vezañ kreñvlec’h, pemp tour dezhañ ha kempenn ur park bevennet gant ur voger, tourioù dezhi e peb korn.

N’eus ket eus ar c’hreñvlec’h-se ken. Nag eus an iliz. Diskaret e voe ar c’hreñvlec’h er bloavezhioù 1750. Unanet e oa chomet aotrouniezh La Norville hag aotrouniezh La Bretonnière betek ar XVIIvet kantved.

(Da genderc’hel)

Hurepoix

Pell diouzh Breizh, e korn-bro Pariz, ez on bet o chom abaoe ma oan aet war ma studi war-lerc’h ar “bachot”. E-pad pemp bloavezh hepken ‘meus bevet e lec’h all : unan o verdeiñ war vourzh ar Jeanne d’Arc, daou o labourat en Arsenal e Toulon ha daou e Breizh, etre 2014 ha 2016, o c’hortoz hon ti nevez.

Daou vloavezh bourrus ha re verr, ‘meus tremenet e Sant-Feliber e Bro An Alre, oc’h adsoubañ er Vro. Dre forzh daremprediñ abadennoù Kerlenn Sten Kidna ha lenn skridoù skrivagnerion eus Bro Gwened e oa deuet ma zammig brezhoneg KLT da vezañ levezonet gant ar gwenedeg.

Setu-me divroet a-hed gozik ma buhez den en oad a-bezh, koulz lavaret. Setu deuet c’hoant din da c’houzout penn da wriziennoù hag istor ar c’horn-bro lec’h ma vezan o chom. Ha me ha klask gouzout penn d’ar broioù kozh.

Gwallgaset e oa bet ar re-se e Bro-C’hall gant an Dispac’h Bras. Hag er c’hornad Enez-Frañs-mañ e vezont debret gant Pariz-Bras tamm-ha-tamm.

Roudoù d’ar Vro Hurepoix a vez kavet amañ c’hoazh. Ha hi kozh-bras.

En he c’hreiz, hervez ur gartenn gozh, war e vevenn, hervez douaronierion kêr Limours, emañ La Norville, ar gêrig lec’h m’emaomp o chom.

Marc’had Arpajon

Ar gwener e vez ar marc’had en Arpajon. Dindan doenn ar c’hoc’hu eus dibenn ar grenn-amzer ha war ar blasenn tro-dro e vez savet ar stalioù. Unan bennak anezho a vez o c’hedal ar pratikoù er ruioù war-dro.

Halle d’Arpajon
https://maps.app.goo.gl/AkT8AsKjRdCyifRr8

Deuet omp da chom amañ en ur gêr ma c’hall an den “ober pep tra war droad”. Setu-ni bet eno dec’h gant hor c’haddie. War-dro ur c’hardeur bale. Kentañ gwech deomp abaoe pell ‘zo da vont war droad da brenañ hor boued.