An 2cv

E welet a ran seul gwezh ma kerhan trema kreiskêr. Soñjal a raen e oa ur c’harr-tan «de collection». Neoazh ur yoc’h traoù a vez renket àr ar gador àr-dreñv. Hañval eo nend eo ket bet bouljet a-c’houde ur prantad. Al liorzhig a zisko bout dilezet ivez.

Hiriv emañ ur paotr yaouank etaldoñ en e sav é vutumiñ.

«Emañ é vonet da vergliñ ma chom dindan an amzer» eme-me

«D’am moereb eo» e reskont «hag hi nend eo ket evit e vleiniñ ken.

Daet soñj din a hani ma zad. Get an heveleb abeg e oa bet lezet getañ pell amzer en e garaj.

Un tamm heritaj e oa a-berzh ma eontr beleg, person en ur barrez vras a Vro Gerne. A-viskoazh em boa gwelet hennañ é vonet get un 11cv Citroën. «Traction-avant» a veze lâret d’ar c’hours-se. Hag eñ é tonet un deiz get un 2cv. «Tamallet e vez din tremen re a amzer ec’h ober àr-dro ar re binvik» en-doa lâret din un herrad àr-lerc’h.

NB. Bremañ, ur sizhun bennak àr-lerc’h, emañ gronnet gwetur ar voereb d’ur c’holoenn a-feson a hañval bout graet eviti. Ur gouronenn-nandeleg ag ar choaj zo é vravaat an nor, ur bannielig tri-liv etaldi. Ha plantennigoù en o fodoù, un nebeudig-mat anezho, zo gwelet àr vordoù ar fenestroù hag àr un daol.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s