Da heul ar vugale

Emañ en e sav doc’h taol-gont an ostaleri, dirak e vanne kafe, a pa dostan da baeiñ notenn hor predoù. Ur gasketenn lien, hañval doc’h re ar redourion marc’h-houarn gwezh-arall, zo getañ àr e benn. “Guébriant village de vacances” emañ skrivet àrnezhi. Un anv breizhek eo “Guébriant” ha n’em eus ket klevet gwezh-ebet komz ag ar gêriadenn-vakañs-se. Ha me el lâret dezhoñ.

«N’ouian ket muioc’h egedoc’h» eme-eñ «he dastumet em eus a pa oa dilezet àr un daol.»

«Ha c’hwi zo Breizhek marse ?» eme-eñ c’hoazh «hag a venn ?»

«Ag an Oriant» eme-me

Hag eñ lâret din eh a da Roazhon div wezh ar miz da welet ur bugel. Ur paotrig hag a vev get e vamm, kavet ul labour eno geti. Kemeret e oa da vab getoñ. Setu un dra vras eo monet d’e welet.

«Ur Breizhat a vo anezhoñ » eme-eñ en ur vousc’hoarziñ «a pa vo desavet eno»

Hiraezh a zo daet dezhoñ beviñ tostoc’h d’ar bugel. Graet e soñj dilojiñ ar blez-mañ ‘za.

Un embregerezh bihan en-deus e gennad ar sevel-tiez. N’en-deus ket kredet komz d’e vicherourion c’hoazh. Diaes e vo an traoù.

Kalonek eo an dornad getoñ a pa yan àr-raok.

Un tammig a-raok e oamp bet, ma maouez ha me, en ti-bank é treuskas hor c’hont. Goulennet en deus ar plac’h dimp perak e oamp daet da chom er c’horn-bro-mañ. Evit bout tostoc’h d’hor bugale vihan, hon eus respontet.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s