Ne vez ket an traoù evel a-raok

Deuet e oan da virout un daol en e di-debriñ. Tost d’al leur-gêr emañ e stal ha fest a vo e kêr d’an deiz-se.
— N’eot ket d’ar fest neuze, emezon.
— Ret eo ober ar c’hengreadur (chiffre d’affaires) emezañ
— Bremañ, d’ar c’houlz-bloaz-mañ eo ret hen ober marteze ?
En hañv edomp.
— Tremenet eo an amzer ma veze graet ar c’hengreadur en ur ober pevar miz.
— Abalamour da petra ? D’ar c’hevezerien a zo stankoc’h ?
— N’eo ket. Ar pratikoù a zo kaoz.
— N’int ket ken stank evel a-raok ?
— Dispign a reont nebeutoc’h dreist-holl…. Gwelet e vez gant ar gwin hag an dibennoù-pred… Setu paet ganto un trederann nebeutoc’h dre bred… Hervez hor mekanik.
Diskouez a ra e urzhiataer. Hag eñ o kenderc’hel :
— Nebeutoc’h a arc’hant a vez e-mesk an dud. Evel-se e vez e pep lec’h.

Identitelezh

image

En aerborzh Kopenhag ‘m eus gwelet ar stalig-mañ bet savet en ur “van” sitroen kozh. “Degas a reomp Provence deoc’h” eo skrivet.
N’ouzon ket hag ez eus kalz a dud a Vro-Brovence o c’houlenn bezañ dispartiet diouzh ar rannvro PACA. Anavet eo o bro d’ar bed a-bezh memestra.