La Bretonnière (kendalc’h)

Hañval e oa din e veze graet La Bretonnière ag ul lec’h ma oa bet Bretoned é veviñ gwezh-arall. An heveleb soñj o deus al lod muiañ ag an dud, a dra sur.

Neoazh ma vez kavet aes skridoù a dud gouiziek a-du get ar soñj-se e vez kavet ar c’hontrol ivez.

Studiet eo bet get an Ao. Xxx Musset penaos emañ bet savet an anvioù-lec’h e Normandi. Evit ur bochad anezho, revezañ, e vehe bet lakaet al lost-ger «-ière» pe «-erie» doc’h anvioù an dud a biaoue un dachenn douar. N’em-eus ket kavet skridoù an Ao. Musset. Komzet eo anezhe get an Ao. François de Beaurepaire en ur pennad embannet e “les annales de Normandie“. Hag hennañ lakaat Bretonnière pe Berthonnière e mesk an anvioù-lec’h savet èl-se.

Med get lec’hioù dister dreist-holl emañ bet graet èl-se. Ne vez ket kavet gwall lies al lost-ger-se get anvioù-aotrouniezh pe get anvioù-parrez. Hag hor Bretonnière-ni a oa aotrouniezh.

Gilles Clément, savour liorzhoù brudet anezhoñ, treset Jardin Citroen getoñ e Pariz, a biaou un tamm douar àr vordenn Ster Creuse. Un istorig kær a gont da zispleg perak e vez graet La Berthonnière anezhoñ:

«Berthon» pe «berton», eme-eñ, a zo ar ger «breton» bet distreset. Graet e veze èl-se ag un den divroet da viken, na veze anavet nemet e vro orin : Breizh. Er c’hrenn-amzer ha kent an Dispar-bras e oa Ster Creuse bevenn etre bro ar “gabelle” ha bro ar “franc salé”. Floderion-holen a dreuze ar c’horn-bro. Brudet ma vezent èl gedourion mat, e oa bet Bretoned gopret èl maltouterion evit o zreseal. Ur berthonnière a zo ur post-ged.

Nag e vehe hor Bretonnière-ni ur post-ged ivez ? Lec’hiet eo àr an ihuel, a-us da gemper Ster-Orj get Ster-Remard, e-tal an hent-bras Pariz-Orleans.

Kaset omp en-dro àr an douar-patatez-mañ, en ur lenn ar pennad bet skrivet get an Ao. Chédeville, Doue d’e bardono, bet kelenner e Skol-Veur Roazhon. N’heller ket studial divroerezh ar Vretoned diàr an anvioù-lec’h, eme-eñ. Hag-eñ komz a soñj e genvreur Roblin : donet a rahe an anvioù-lec’h ar seurt get Bretonnière ag ar wrizienn geltiek «bart-» pe «bert-». Roet he deus honnañ «bertainière», bet testoniet get ar ster «gwern», pe «barte», bet testoniet get ar ster «koad taill leun a werneg». Dre c’hoari-gerioù eo e vehe bet lakaet ur stumm breizhek àr anvioù-lec’h ar seurt-se..

Evit goût hag ec’h eus bet Bretoned en ul lec’h gwezh-arall gozh, emañ ret furchal en dielloù kozh da gavout anvioù tud, eme-eñ c’hoazh.

Na Jean de la Bretonnière “dit Le Breton” neuze ? Dre c’hoari-gerioù moarvat, diàr anv e aotrouniezh, e oa lezanvet «Le Breton».

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s