Ne vez ket savet tier ar seurt-se ken

Hopal a ra din a-ziàr an tu arall ag ar straed, e-pad mah on é sellet d’ar pezh a chom ag an ti diskaret-mañ. Ha neuze e ta etaldon. Pouezh-mouezh kreñv a Vro Bortugal ha galleg flour zo getoñ àr un dro.

Hag eñ lâred din e oa-eñ bet en ti-mañ gwezh-arall. Ul labour bennak en-doa graet evit an itron gozh a oa é chom ennañ. Hag e vaouez a rae he stal. Ne oar ket petra eo daet an itron da vout. Dilojet he-deus blez zo.

«Un ti kaer e oa» eme-eñ en ur vonet àr-raok «ne vez ket savet ar seurt-se ken.»

An ti-se em boa tennet luc’hskeudennoù anezhañ blez zo.

Kaer e kaven an traoù houarn anezhañ.

Lakaet e oa ar maen “meulière” doc’h feson ar vro, get mein bihan etreze.

Un ti nevez 1000m2 a blañcheris ennañ a vo savet àr an tamm douar 900m2-mañ. Un dek pe bemzek bennak a rannoù-di neuze.

Ha lojeiz sokial e vo? Koutant e vehe an aotrou maer. Emañ ar gumun edan ar vevenn 25% lakaet get ar Stad evit ar seurt lojeiz. Ret eo dezhi paeiñ un dell-gastiz bep blez.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s