E dalc’h ar servijourez

pizza perso pizza hut

Morianez eo, bihan a vent, korf unan hag a rahe sport dezhi. Oberiant e ta ha ya a-dreuz ar Pizza-Hut.

Diflouk a ra dirakon, ma disglavier geti en he dorn. Lakaet em-boa eñ e skourr doc’h ur gador àr-dreñv ma c’hein. Hag-hi el lakaat bremañ e skourr doc’h ma c’hador-me.

«Er mod-se n’hellan ket azez» eme-me

El lakaat a ra en-dro el lec’h ma oa.

«Èl ma c’harit» eme-hi «doc’htu e vo kaset d’ar burev mard emañ ankouaet»

A vurev ar greizenn-kenwerzh emañ é komz moarvat.

Ur “pizza perso” zo kinniget àr ar gartenn, get roll an traoù a c’heller dibab evit o lakaat a-barzh. A pa atersan àr he divout, emañ respontet din : « Ar seurt-se nend eo ket evidoc’h»

A pa zalc’han :

«Evit ar re yaouank eo kement-se. Ar re-se zo speredet-mat hag ampart àr ar matematikoù»

C’hoarzadeg genomp ha get an daoliad etaldomp.

Ar ger “merguez” em-boa lâret hep lakaat evezh. Setu, ur pizza “orientale” zo lakaet din.

Evit an dibenn-pred e c’houlennan un dartezenn hag ur banne kafe da vout kaset din àr un dro.

«N’hell ket bout» eme-hi

«Ha perak ‘ta ?»

«Goulennet e vo an dartezenn get ar geginerion. Kaset e vo genin deoc’h. Ha neuze e vo graet ho panne kafe genin er bar.»

«Gozik àr un dro, e vo neuze.» eme-me

«Ya, gozik àr un dro.»

Ne oa ket lakaet diaes ar paotr tik zo ac’hanon. Karadek e oa ar plac’h. Prim eo d’en en zijabliñ ag ar skoilhoù a gav àr he hent. Bourrus e oa a-benn ar fin.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s