Nend eo ket get sikour e gelennerion

Chom a ra bamet an den dirak ul labour graet get unan ampartoc’h evitañ. Ne vijen ket ken sur a ma dorn èl an hani en deus skrivet ha treset àr an daolenn-mañ.

«Piou en deus skrivet ar roll-pred-mañ?» eme-me d’an ostiz.

«Ma breur» a reskont-eñ. Hag-eñ reiñ da c’hoût din en deus evitañ an istim brasañ.

Ha me riotal : «Koutant e tlee bout e vestrez-skol» eme-me

Un tammig emañ souezhet, pe diaes marse : «Nend eo ket chomet gwall bell er skol» eme-eñ

An deiz àr-lerc’h emaint o-daou en ostaleri.

«Eñ an hani eo en deus skrivet àr an daolenn»

«Bravat ur skritur» eme-me d’ar breur

«Bezit sur nend eo ket ar gelennerion an hani o-deus desket din» eme hennañ

«Un donezon-natur eo neuze» eme-me

«Ya, un donezon-natur eo» eme an arall am eus komzet getoñ an deiz kent.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s