Bec’h zo get ar varc’hoù-houarn e Kopenhag

Skeudenn: Wikimedia Commons

Lodenn ag an dilec’hiañ graet get marc’hoù-houarn e kêrbenn Danmark he-deus bihannaet. Ret e vo lakaat bec’h da dizhout ar pal bet lakaet get an dud e-karg a gêr : an hanter a vonedoneoù an dud graet get o beloioù e 2025.

Neoazh, en ur ober ugent vlez en-deus bet an dreminiri dre varc’h-houarn 68% a gresk. 270 M€ zo bet postet da gempenn an hentoù. Blez zo, evit ar wezh ketañ, e oa kontet muioc’h a varc’hoù-houarn eget a girri-tan e kreiskêr.

Get 41% ag an dud a yae get o velo d’o labour pe d’ar skol arlene, emañ stad Kopenhag c’hoantaet get mar a gêr vras. 45% e oant neoazh e 2014. Start e vo tizhout ar pal neuze.

Evit monet àr-raok adarre, reve an dud a ra àr-dro kement-se, e vo ret reiñ muioc’h a blas c’hoazh d’ar marc’hoù-houarn ha stagiñ gwell ar c’harterioù nevez da greizkêr. Neoazh lod a vo douget da gemer ur linenn metro nevez. Pezh zo mat ivez get ar re c’hlas.

(Tennet ag ur pennad get Ar Guardian)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s