Breton ag ar c’hreisteiz

Azezet eo doc’h an daol tost d’hon hani en ostaleri lec’h mah omp get hor merenn. Ur pikol dienn-sklas, chantilly e-leizh doc’h he lein, zo kaset dirakañ. Ha ni, lâret deomp tuchantik ne oa ket traoù dous ken, nemet e vehe ur banne kafe “gourmand”.

«Mignon oc’h da vestr an ti» eme-me, en ur vousc’hoarziñ.

Hag-eñ gervel an ostiz.

«Get menu an deiz nend eus ket traoù dous ken. Gallout a raer goulenn anezho diàr ar gartenn» eme hemañ.

Lâret kaer a blij d’hon amezek hag eñ ha derhel da vagañ an diviz.

A pa c’houlennan getoñ hag emañ ag ar c’horn-bro:

«N’on ket.» eme-eñ «A Vreizh ar c’hreisteiz e oa ma zud» hag a pa ziskoan c’hoant da ouiet muioc’h :

«A bPortugal e oant»

Bremañ emañ é chom 45 km ac’hanemañ doc’h tu ar c’hreisteiz, àr hent Orléans, e korn-bro Méréville. Un hanter eur bennak get e c’harr-tan. Aet e oa skuizh get an endro amañ, «get rac’h an dud a za da chom er vro».

Gwelet a ran emañ ec’h esae lâret nend eus ket ur gouennelour anezhoñ neoazh:

«Ar sevenadur» eme-me «eno emañ an dalc’h ?»

«Ya» eme-eñ

Goulenn a ran peseurt micher en deus.

Ampart eo d’ober àr-dro ar c’hirri-tan, ar pezh a oa e vicher gwezharall. Ha bremañ a pa emañ get e 58 vlez, get sikour ur mignon dezhoñ, emañ é c’hounit bara dre ober ar sort labour hag ivez dre ober àr-dro ar sevel-tier.

Ur souezh a oa evidomp, kaset ma oamp get e fesonioù gwiv, e glevet komz ag un tu teñval ag e vuhez : emañ e vaouez é stourm doc’h ar c’hrign-bev. Hag hi ha lâret dezhoñ un dra hañval doc’h ar pezh en doa lâret Bernard Tapie d’e vedisinourion :

«Klañv on daousto din bout renet ur vuhez fur ha te yac’h pesk daousto d’az puhez disoursi.»

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s