Baggers Dæmning

Brud zo bet graet e kumun Ringkøbing-Skjern endro da zaou bontig ha d’un tamm roudenn-velo a nevez savet. Degemeret mat int genin. Kaer eo an tamm natur a vez roet da welet gete. Berraet eo ma hent da vonet da gêr Ringkøbing gete :

2×8,6 km monet-donet bremañ e-lec’h 2×11,3 km é-raok.


Fiskal eo d’ur paotr em oad mac’hagnet get an artroz. Ne vo ket komzet getoñ neoazh ag ober an dro en ur ober 2×26 mn èl ma vez lakaet àr Gmap.

Setu me aet da zigoriñ an hent nevez. Àr roudenn-velo a ya hed-ha-hed an hent-braz emañ ar penn ketañ dezhan :

Daomp da heul ar vaouez a surmantomp àr lein ar foto.

Emberr e tremenomp e-biou ur c’hozh-ti sevel vizoned bet dilezet hag ur banell a ziskouez n’eo ket echu al labour c’hoazh:

Treuziñ a raomp ur pikol broeneg pe braozeg (un tammig emañ sall an dour el lenn-vor) :

Bigi bihan jiboeserion :

20160519_125312_rec_red

Ha bremañ ne c’hall monet nemet an dud àr o beloioù pe àr droad

20160519_125351_red

Setu ar pontig ketañ

20160519_125721_rec_red

Emañ ar skrev hag an elerc’h é c’hortoz

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s