N’oh ket ag er vro

El lod muian ag an dud e za de chom ér  vro-man pé d’hé guélet e gav geté é vent degeméret mad. Bourrabl ha karadeg e vé tud er vro emé-int. Neoah, un dra e zo hag e velkoni darn ag er ré e zo daet a huerso de viùein amen . Biken ne veint degeméret èl unan ag o ré get tud er vro.
Ag en dra-zé hum glemmé er pautr en doé er garg de ziskoein demp kenkizeu kêr Karnak épad Gouil Bamdé (*). Laret dehon get tud a c’hartér Beaumer ne oé ket ean ag er vro. Hag ean sod get hé istoér. A huerso e ta ino péchans aveit ar vakanseu, hag éma é chom  ino a-c’houdé m’éma é retred.
Tud er vro e ia de drèhen Sant Koulm (Saint-Colomban) hag en dud arall de drèhen Karnag, emé-ean, en ur achiù é zeviz. Kant blé zo ma oé saùet er c’henkizeu ketan hag ne zaremprédant ket en deu rumad tud en eil égilé c’hoah. Guélet e hran unan benak é huañnadein.
Devéhatoh ‘m es kontet en istoér-sé d’ur vouez hag hi é reskond dein : «èl-sé é vé en treu é pep léh.»
(*) Abadenneu e vé savet d’en dilost-han get Ti Douar Alré

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s