Hent Indez

image
(Gameboomers)

Tri dra a lavare deomp ma c’helenner istor el lise, diàr-benn politikerezh gouarnamañtoù Breizh-Veur :
1. Lakaat da getañ ar pezh a ra Breizh-Veur he mad anezhañ.
2. Dizunaniñ broioù Europa evit ma vo digor-frank dor ar Bed evit Breizh-Veur.
3. Difenn hent an Indez.
En tri dra-se e soñjan pa gomzer ag ar referendum a vo e Breizh-Veur. Hag e yei ar Saozon get hent an Indez arre ?
Daou strollad tud zo é kabaliñ evit ar Brexit :
– “Vote Leave” a zo ur bochad pennoù bras a-barzh hag a lâr :
«Emañ ar bed é cheñch fonnapl dre an teknologiezh hag an ekonomiezh. Bec’h zo get ensavadurioù Europa em denniñ. Breizh-Veur n’eo ket mestr ken àr ar pezh a ra. Gober a ra gaou deomp.» …
«Kavet e vo arre hor flasoù e savadurioù ar bed. Aozadur-bed ar c’henwerzh en o mesk. Dre-se e vo pouezet kreñvoc’h genomp evit ma vo frank ar c’henwerzh er bed ha bras ar c’henlabour etre ar broioú.»
– “Grassroots Out” a zo tostoc’h d’ar bobl. Brogarourion zo anezhe :
«Er referendum e lâro ar votourion pe e vennomp bout en ur Stadoù Unanet a Europa get un arme, ur banniel hag ur c’han broadel Europa pe e vennomp bout ur rouantelezh unanet, emren ha dizalc’h.»
Reveze nend eus harz erbet d’an UE da vout kenstagetoc’h-kenstaget. Rak seul gwezh ma vez bec’h àrni e vez kinniget he c’henstagiñ startoc’h.
En o mesk eh eus tud èl republikaned zo e Bro-C’hall hag a lâr emañ o bro diforc’h doc’h ar re a-rall. « Lâret a ra komzoù gwir da Vab-den » eme-int. Evit Bro-C’hall emañ abalamour d’an Dispac’h bras. Evit Breizh-Veur abalamour d’ar Magna Carta. En teul-se e oa skrivet gwirioù ar sujité dirak o roue. Sinet e oa 800 blez zo.

image

Un tamm a glad rac’h ar broioù saozneg o yezh e vehe Magna Carta. Dre ar c’hCommonwealth neuze e vo liammet Breizh-Veur get ar bed endro, a lâr an dud-se.
Setu ar paotr ‘m eus lennet e bennad diàr-benn Magna Carta é skriv unan arall :
Lezomp Unvaniezh Europa da gouezhel ha degasomp buhez d’ar garantez kozh a zo etre Indez ha ni.”

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s