Difennet eo monet a-barzh

image

É kantreal dre hentoù parrez Sant-Filiber e oamp,  get hor marhoù-houarn, c’hoantaet din anaviñ gwell ar vro. Ha ni da vonet get barroù an hent gouldronet betak er penn. E deun unan anezhe setu un «domani» kenkizoù. Ha ni a-barzh.

Hañval ema an hentoù dall a red etre an tier doc’h barroù ur wezenn. E-pad mah omp arrestet en unan anezhe, e tegouezh tud en o c’harr-tan, hag int da arrestiñ ivez:
— N’eo ket amañ emañ ar roudenn-varc’h-houarn.
— Gouiet mat a ran. É vale bro omp.
— Prevez eo amañ a lâr ar vaouez a zo e-tal ar blenier.

Ar pec’h a sav em c’halon é klevet ar c’homzoù divourrus-se  a zo diaes din en displeg.
Marse eo hañval doc’h ar pec’h a gonte ur mignon a Gein ar Frañs din.  Hañval doc’h tapiñ ur skouarnad e oa evitañ degouezh get ur c’hlozadur é parraat an dud a vale dre e venezioù karet.

Setu-me ec’h ober un dra sot a-walc’h. Tenniñ a ran àrdreñv ha sellet doc’h niverenn ar c’harr :
— ag an «78» oc’h-c’hwi ? eme-me.
— ha petra a vern ? a reskont-hi
Emañ al lezenn a-du geti èl-just. Dilezel a ran ar penn-komz risklus-se.
— ag an «78» omp ni ivez. N’eus ket bet gwelet skritell erbet genimp a ziskouezhfe e vefe prevez an hent-mañ.
— prevez eo neoazh

Setu un tamm tabut ha ni kuit.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s